Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Pleuwigner a c’hounez label live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg

D’ar Sadorn 19 a viz Mezheven e oa bet roet al label live 1 d’an ao. Gwigner an Henanff, maer Pleuwigner. D’ar memes deiz e oa bet sinet gant ar gumun live 2 ar garta gant 6 ober da gas da-benn ac’hann da 2013.

Gant Visant Roue begin_of_the_skype_highlighting     end_of_the_skype_highlighting, e karg eus Pol Studi ha Diorren an Ofis, e oa bet roet al label d’an ao. Gwigner an Henanff dirak an it. Nicole Gwegen, eilmaerez e karg eus ar sevenadur.

Roet e oa bet al label abalamour d’ar panelloù divyezhek a oa bet staliet e mont-tre ha mont e-maez ar gumun. Ur stumm brezhonek eus lec’hienn genrouedad an ti-kêr zo gant Pleuwigner diwar vremañ ha bep bloaz e kemer perzh ar gumun e brudadeg ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet. Skoazellet e vez diorren ar c’helenn brezhoneg en he skolioù gant Pleuwigner ivez.

Oberoù all a zo bet dibabet a roio an tu d’ar brezhoneg da vezañ gwelet gwelloc’h gant an holl (pedadennoù, panellerezh divyezhek war savadurioù pe kirri an ti-kêr) hag un enklask a vo kaset da benn evit priziañ goulenn tud ar vugale evit a sell ouzh ar c'helenn divyezhek.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn