Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Poc’hêr Kumuniezh a sin a garta Ya d’ar brezhoneg

Degemeret eo bet emezeladur ar 6vet Kumuniezh-kumunioù d’ar garta Ya d’ar brezhoneg gant an Ofis.

An it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg ha besprezidantez ar Rannvro karget eus yezhoù Breizh a oa aet da Garaez, d’an 18 a viz Mezheven 2010, evit kemer perzh e lid-sinañ ar garta dirak an ao. Christian Troadeg, maer Karaez ha prezidant ar Gumuniezh-kumunioù, an ao. Jean-Michel Le Boulanger, besprezidant ar C'huzul-rannvro hag an it. Annie Le Guen, kuzulierez-kêr Kledenn-Poc’hêr.

Ac’hann da 2 vloaz e ranko ar Gumuniezh kas da benn 13 ober a sell ouzh ar panellerezh divyezhek dreist-holl ha skoroù kehentiñ ar Gumuniezh. Ar gumuniezh-kumunioù a gemero perzh er vrudadeg evit ar c'helenn brezhoneg d'an oadourien ivez ha sinañ a raio ur gevrat kefridi gant an Ofis.

Gourc’hemennoù he deus degaset an it. Lena Louarn da dud ar Gumumiezh evit ar sinadur-se hag an holl raktresoù evit diorren ar brezhoneg (labour brav a zo graet c’hoazh evit panellerezh ar poull-neuial etrekumunel staliet e Karaez). Sachet he deus an evezh war ar pouezus e oa diorren ar c’helenn divyezhek war diriad ar Gumuniezh. D’an deiz a hiziv n’eus nemet kumun Karaez a ginnig hentadoù divyezhek e Poc’hêr Kumuniezh.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn