Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ur c’hoant ober a ro c’hoant da vont da-heul

Da-geñver digoridigezh kreizenn sevenadurel nevez kumun Milizag, enni panelloù divyezhek, eo bet lidet gant François Guillou hag e guzul-kêr sinadur ar garta “Ya d’ar brezhoneg”.

E-barzh sal ar gouelioù, fichet brav gant siell an Ofis ha gant logo ar c’houlzad “Ya d’ar brezhoneg”, eo bet kensinet ar garta, dirak an Ao. Gonthier Friederici, prefed Penn-ar-Bed, an Ao. Paolantoni, is-prefed Brest, hag an Ao. François Marc, senedour ha besprezidant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed.
Diskleriet en deus ar prefed en e brezegenn e oa “ret kerzhet war e ziv c'har“, ar pezh a laka da soñjal eo bet komprenet gant ar pennoù bras pegen pouezus e oa kas an traoù war-raok. Yann-Ber Thomin, maer Landerne, en deus goulennet digant ar vaered a oa eno kemer perzh er c’houlzad, ha maer Brest, an Ao Cuillandre, en o zouez. Klasket en deus ivez kendrec’hiñ dilennidi Kumuniezh kumunioù bro an Hirwazh.
Prest e seblante ar vaered deuet d’ar sinadur da sinañ d’o zro. Ma teu ar sinadurioù-mañ da wir e vo bet graet ur bazenn vras davet ar sinadur kentañ gant ur Gumuniezh kumunioù e Breizh hag e vo digoroc’h an hent evit diorren ar c’houlzad.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn