Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (1769 ko)  Fichier pdf 
  Lañs zo bet roet e Gwengamp d’ar vrudadeg rannvroel nevez evit ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien

E ti-kêr Gwengamp e oa bet aozet an abadenn da ginnig ar c’houlzad Plijus d’ar 14 a viz Gwengolo 2010, dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis, an it. Annie Le Houérou, maerez Gwengamp (kumun he deus sinet ar garta), tud e karg an Ofis, ar c’hevread DAO (Deskiñ d’an oadourien) ha frammoù kelenn Aodoù-an-Arvor.

Da-geñver an emvod-kelaouiñ-se e oa bet kinniget stad an traoù gant ar stummadurioù evit an oadourien. 5000 den a zo o teskiñ ar yezh e meur a zoare : kentelioù-noz, stummadur dibaouez war al lec’h labour, stummadurioù hir.

Warlene e oa bet gwelet ur c’hresk a 5% er c’hentelioù-noz, 10% evit ar stummadurioù war al lec’h labour hag 20% er stummadurioù hir (6 miz da nebeutañ).

Diouzh he zu e ouestlo Rannvro Breizh ur budjed a 830.000 euro evit diorren an aozadurioù kelenn d'an oadourien hag ar stummadurioù kinniget dezho dre ma'z eo karget eus ar stummañ dibaouez.

Gant an Ofis e oa bet kinniget skeudenn brudadeg 2010 a vo gwelet war 8000 skritell, 20000 plegfollenn ha 18000 flyer skignet gant skoazell ar C’huzul-rannvro, ar C’huzulioù-departamant hag e-tro 220 kumun. Gant Radio Bleu Breizh-Izel e vo skignet bommoù brudañ hed-ha-hed miz Gwengolo. Un niverenn wer a c’haller gervel diwar-vremañ evit kaout an titouroù talvoudus : 0820 20 23 20. Dre an niverenn-se ez eer e darempred gant ar C’hevread DAO (dao.breizh.free.fr)

Stag ouzh ar skrid-mañ ez eus bet lakaet ur gartenn a ziskouez al lec’hioù kelenn d’an oadourien. Ouzhpennet eo bet anvioù an 10 lec’h nevez a zegemer kentelioù er bloaz-mañ.

War bajenn ar c’heleier e c’hellit pellgargañ ivez roll ar frammoù hag al lec’hioù ma vez kelennet ar brezhoneg (ouzhpenn 150 lec’h a zo bremañ) e Breizh, e Frañs hag er bed. Kelennet e vez ar brezhoneg e 14 bro ha 3 c’hevandir.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn