Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Gwened Tolpad, DFKE kentań ar Mor-Bihan o sinań Ya d’ar brezhoneg

Gant an ao. Franēois Goulard, kannad-maer Gwened, hag an ao. Dominique Mourier, maer Aradon, an hini kentań o vezań prezidant hag an eil besprezidant Gwened Tolpad, e oa bet degemeret e sez an Tolpad-kźrioł d’an 9 a viz Gwengolo 2010 an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoł Breizh ha prezidantez an Ofis, evit sinań ar garta.

Gant Gwened Tolpad ez eus bet dibabet 7 ober da gas da benn vat.

Da lavaret eo : sevel panelloł divyezhek bep tro ma vo lakaet re nevez ; kartennoł-pediń en div yezh ; kemer perzh er vrudadeg evit ar c’helenn d’an oadourien ; kas da benn un enklask da c’houzout piv a oar brezhoneg e-touez implijidi an DFKE ; reiń ur skoazell arc’hant da sevel ur media e brezhoneg war an dachenn etrekumuniel ; fiziań en Ofis ur studiadenn war al lec’hanvadurezh.

Embannet he doa an it. Louarn e oa stad enni o sinań ar garta hag o welet ez ae war-raok diorren ar c’helenn brezhoneg war tachenn Gwened Tolpad. Goulennet he doa ivez war un dro e vefe klasket krouiń lec’hioł kelenn nevez e bro Gwened.

Degas a reomp da sońj d’hol lennerien e oa bet sinet ar garta gant 7 kumun ezel eus Gwened Tolpad (Gwened, Pleskob, Sant-Teve, Ploveren, ar Bonoł, Sine ha Teiz).
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn