Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ti-kêr Plounerin a lavar "Ya"

D’ar Gwener 14 a viz Here eo bet sinet ar garta “Ya d’ar brezhoneg”



Gant Pascal Vieillevigne, maer kumun Plounerin (kanton Plouared), eo bet degemeret Lena Louarn, prezidantez an Ofis ha Gireg Konan, prezidant Al Levrig, kenvodad kevredigezhioù sevenadurel Breizh e Treger ha Goueloù. Abalamour d’ar c’henlabour a vez bremañ etre an Ofis ha kenvodad Al Levrig, zo gwriziennet mat e-barzh lodenn gornôg Aodoù-an-Arvor, e c’heller soñjal e vo ur bern sinadurioù all en amzer da zont.
4 c’humun o deus sinet an emglev Ya d’ar brezhoneg e departamant Aodoù-an-Arvor en deiz a hiriv : Plounerin, Bear, Rostrenenn ha Purid-Kintin.
Gant kumun Plounerin ez eus bet staliet dija un toullad mat a banelloù divyezhek evit mont tre pe mont e-maez ar gumun pe c’hoazh en ti-kêr. Fellout a ra bremañ da guzul-kêr Plounerin diorren ar c’hehentiñ e brezhoneg. Ul lec’hienn Genrouedad nevez a vo krouet a-benn nebeut hag a vo e brezhoneg koulz hag e galleg. Pennadoù e brezhoneg ivez a vo lakaet war lizher-kelaouiñ an ti-kêr.
Goude bezañ bet kaset da benn ar raktresoù-mañ e vo studiet a-dost kinnigoù all graet gant Ofis ar Brezhoneg a-benn mont pelloc’h ha tapout al label live 2 pe 3.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn