Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ur studiadenn skouer war al lec’hanvadurezh

Diwar intrudu Daniel Kernalegenn en deus lakaet Kuzul-kêr Landrevarzeg da studiañ ha da reizhañ skrivadur holl anvioù-lec’h ar gumun.

Dielfennet-aketus ez eus bet 128 a anvioù keriadennoù gant brezhonegerien desket kefridiet gant ar gumun evit ober al labour-se.
Un toullad tud kozh eus Landrevarzeg zo ar brezhoneg o yezh kentañ o deus kemeret perzh er studiadenn.
Distagadur pep anv-lec’h a zo bet kavet dre selaou ha dastum eñvorennoù an dud kozh. Ur labour pizh ha don a zo bet graet ivez war gladroll kozh ar gumun, eus 1814.
Ur wezh echuet ar studiadenn a oa bet kaset da benn gant Daniel Kernalegenn, ez eus bet goulennet digant Ofis ar Brezhoneg gwiriañ an enklask-se. Kadarnaet eo bet an dibaboù gant ar servij Glad Yezhel, en deus kavet mat ar studiadenn.
Kinniget e oa bet al labour d'ar Bodad tra-kêr e karg eus an teuliad d’ar 26 a viz Gwengolo dirak an holl re o doa kemeret perzh en enklask.
Panelloù nevez a c'hallfe bezañ staliet a-benn un nebeud mizioù a-hed hentoù Landrevarzeg.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn