Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Expolangues 2006

E salońs Expolangues Pariz e vo Ofis ar Brezhoneg er bloaz-mań c’hoazh

Ofis ar Brezhoneg a vo gwelet e salońs Expolangues 2006 a vo dalc’het e Pariz-Porte de Versailles adalek an 18 betek an 21 a viz Genver 2006.
Ul lec’h kejań eus ar c’hentań eo ar salońs etrebroadel-mań evit an Ofis a zeu ingal gant e stand. Muioc’h evit 200 stal ha 60 yezh kinniget a gaver er salońs.
Un digarez dispar eo an darvoud-mań evit an Ofis a fell dezhań derc’hel liammoł stank gant brezhonegerien bro Bariz. Tu zo da eskemm ha da gelaouiń an deskerien a bep seurt live ha oad, ar yezhourien, hag ur bern teknisianed all o labourat evit difenn yezhoł all, evel an Euskariz pe an Okitaned.
Er stand I 24 e vo tu da zaremprediń teknisianed an Ofis.
Aozet e vo un emvod ivez gant ar re zo e penn frammoł kelenn Pariz hag ar rannvro.
Mar fell deoc’h gouzout hiroc’h e c’hellit mont diouzhtu war lec’hienn Expolangues : http://www.expolangues.fr hag en em enskrivań d’an abadennoł liesseurt a vo kinnget : kendiviz, diskouezadegoł, prezegennoł, bodadoł-labour hag all.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn