Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Gant kumun ar Sent eo bet sinet ar garta "Ya d’ar brezhoneg er c’humunioů"

Dirak an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg hag an Ao. Yves Le Goff, maer ar Sent e oa bet sinet ar garta “Ya d’ar brezhoneg er c’humunioů” d’an 12 a viz Genver 2006.

Un toullad kuzulierien-kęr a oa deuet d’al lid hag unan anezho, an Ao. André Raoul en doa kemeret ar gaoz a-benn displegań, e brezhoneg, an hent bet kemeret gant kumun ar Sent. Dibabet e oa bet gant ar c’huzul-kęr, e-touesk an 28 ober kinniget gant Ofis ar Brezhoneg, kas ur 15 bennak anezho da benn evit gellout tapout al label a live 2 a-benn 2 pe 3 bloaz. En o zouez, kemer perzh e koulzad brudań ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet, lakaat staliań en un doare sistematek panelloů divyezhek pe c’hoazh lakaat pennadoů e brezhoneg e kelaouenn an ti-kęr.
An Ao. Jacques Le Nay, maer Ploue ha kannad er Mor-bihan hag a oa bet pedet d’al lid, en doa disklęriet e oa prest kumun Ploue ivez da gemer perzh er c’houlzad bet lańset gant an Ofis.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn