Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Lid-reiń label 1 Ya d’ar brezhoneg da Sarzhav ha sinadur al live 2

Lid-reiń al label a zo bet dalc’het d’an 28 a viz Du 2011 dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro ha prezidantez an Ofis Publik, an ao. David Lappartient, kuzulier-departamant ha maer Sarzhav hag an it. Annie Larzul, eilmaerez.

Un aergelc’h a feson a rene er sal ma oa bodet izili bagad ha kelc’h keltiek gourenez Rewiz ha kerent ha bugale klasoł divyezhek Sarzhav evit kemer perzh e lid-reiń al label 1 hag e lid-sinań live 2 ar garta.

Displeget eo bet en e brezegenn gant an ao. David Lappartient ar pouezus ma oa diorren ar brezhoneg en un doare plaen er gumun, ha, dre-se, ar red ma oa kenderc’hel da labourat gant an Ofis Publik.

Goude bezań bet labelaet gant an Ofis Publik he deus divizet ar gumun kas oberoł all da benn: abadennoł brezhonek a vo kinniget aliesoc’h, ul levrig-familh divyezhek a vo roet d’ar familhoł ha savet e vo un niveradeg evit gouzout pet a dud a oar brezhoneg er gumun.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn