Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ur sinadur nevez evit karta “Ya d’ar brezhoneg" e kumun Sant-Pabu (Bro-Leon)

5 ober fetis a zo bet dibabet a-benn tapout al label a live 1.

Da-geńver lid an hetoł evit ar bloaz nevez e oa bet sinet ar garta “Ya d’ar brezhoneg” gant an It. Anne-Marie Laot, maerez Sant-Pabu (29), dirak an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg hag an It. Marguerite Lamour, kannadez Penn-ar-bed.
Ur bern tud o doa kemeret perzh en abadenn blijus-mań, kenwerzhourien, kouerien, annezidi ar gumun ha tu oa bet da glevet brezhoneg gant an darn vrasań eus an dud, ha gant an Itron vaerez, brezhonegerez a-vihanik, da gentań penn.
Gant kumun Sant-Pabu (1485 annezad) ez eus bet dibabet 5 ober da gas da benn an abretań ar gwellań, ar re bennań o tennań d’ar panellerezh divyezhek. Holl baperioł an ti-kźr (talbenn lizheroł, pelleilennoł hag all) a vo divyezhek adalek bremań koulz ha kemennadenn responter an ti-kźr.
Oberoł eeun a zo bet dibabet gant kumun Sant-Pabu : ofisielaat a raint implij ar brezhoneg war ar pemdez.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn