Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ar brezhoneg hag an teknologiezhoł nevez e Pariz

Da-geńver e zonedigezh e salońs Expolangues Pariz e oa bet aozet un emvod gant an Ofis ha brezhonegerien bro bPariz.

Dre ma oant aze e-pad holl zevezhioł salońs Expolangues e Pariz o doa bet tro, teknikourien Ofis ar brezhoneg, da gejań gant ur bern brezhonegerien, pe tud o teskiń ar yezh ha gant rener an DGLFLF, Xavier North.
C’hoant a oa gant an Ofis kejań ivez gant tud e-karg ar frammoł kelenn brezhoneg setu perak e oa bet aozet un emvod e sez skol Diwan Pariz.
Tem an emvod a oa bet troet penn-da-benn war an teknologiezhioł nevez. Lec’hienn nevez Ofis ar brezhoneg a zo bet kinniget d’ar berzhidi hag an holl zielloł bet ebarzhet abaoe m’eo bet krouet. Kinniget e oa bet ivez diaz Termbret a vo lakaet enlinenn a-benn nebeut : ur benveg a-zoare evit skignań termenoł hag aes da implijout gant an holl.
Kaoz ez eus bet ivez eus ar meziantoł nevez digoust e brezhoneg hag an holl raktresoł a seurt-se war ar stern.
E dibenn an emgav ez eus bet komzet kalz diwar-benn ar c’helc’hgeriadur Wikipedia a zigor un hent frank d’ar brezhoneg..

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn