Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Emvod e bro an Alre

Diwar intrudu Kerlenn Sten Kidna ha gant skoazell ti-kźr Pleuwigner e oa bet aozet gant Ofis ar Brezhoneg d’ar Merc’her 25 a viz Genver 2006 un emvod gant dilennidi bro an Alre. Yann-Ber Thomin, e-karg eus ar politikerezh yezh er C’huzul-rannvro ha Kristian Gwiońvarc'h, besprezidant ar C'huzul-rannvro o deus kemeret perzh en emvod ivez.

E-tro dek maer pe zilennad hag un nebeud izili eus frammoł kelenn brezhoneg ar vro a oa deuet da gemer perzh en emvod.

Goude da gCatherine Bouroulleg eus servij an Arsellva en Ofis bezań bet displeget diagnostik stad ar yezh e bro an Alre e oa bet kemeret ar gaoz gant Daniel Carré, prezidant Kerlenn Sten Kidna / Komzomp asampl, evit kontań pegen don ha liesseurt eo bet labour e gevredigezh er vro abaoe bloavezhioł.

Gant Visant Roue eus “Ajańs diorren” an Ofis eo bet displeget d’an dilennidi dre skouerioł resis an 28 ober kinniget e-barzh ar garta “Ya d’ar brezhoneg” er c’humunioł a c’hell bezań implijet evit ar c’humuniezhioł kumunioł ivez.

Gant Erwan ar C'hoadig eus an Ajańs diorren hag Olier ar Mogn, rener an Ofis, e oa bet komzet diwar-benn ar skoaziadoł arc’hant a c’heller kaout evit kas an traoł da benn er c’humunioł.

Da c’houde ez eus bet dalc’het un diviz etre ar berzhidi. Diskleriet e oa bet gant Kristian Gwiońvarc’h, besprezidant er C’huzul-rannvro, n'eo ket re ziwezhat evit ma vo kemeret ar brezhoneg e kont er c'hevratoł a vo sinet etre ar Rannvro hag ar broioł a-benn an hańv.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn