Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Gant ar gevredigezh "Paris Breton" e oa bet pedet Ofis ar Brezhoneg

Aozet e oa bet gant ar gevredigezh "Paris Breton" e c'hoariva Silvia Montfort d’al Lun 23 a viz Genver 2006 ur c’hendiviz anvet “Bretoned Pariz, Breizh em c’halon”.

Savet eo bet ar c’hendiviz-mań goude ma oa bet graet un enklask bras diwar-benn ar Vretoned o chom e Pariz ha tro-dro d'ar Gęr-benn.
Disoc’h an enklask a embann sklaer e sońj 70 % eus an 3000 den o deus respontet d’ar c'houlennaoueg-mań ez eo ar yezh elfenn bennań identelezh Breizh.
14 % eus an dud-mań o deus respontet e oant gouest da gompren ha da gomz brezhoneg. Gwir eo evit 17 % eus an dud a-us da 35 bloaz hag evit 10 % eus an dud dindan 35 bloaz.
Eus un tu all ne sońj ket d’an dud e vezont kelaouet a-walc’h war an obererezhioů sevenadurel breizhek na war ar c’hentelioů brezhoneg e rannvro Paris na diwar-benn ar pezh a sell ouzh Breizh dre vras.
Renerien an Ofis o deus kemeret perzh, e-kichen an Ao. an Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, en divizoů hag en taolioů-krenn liesseurt a oa kinniget da-geńver an darvoud-mań. Komprenet o deus buan, o welet pegen mat e oant bet degemeret, e oa tud Pariz o c’hortoz bezań anavezet evel kevelerien ha bezań kelaouet gwelloc’h.
E spered an holl bremań e teu anat eo ret d’an Ofis kavout e blas e bro Pariz. O labourat emań an Ofis war ar raktres pouezus-mań.



 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn