Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Broioł kevelerien da Rannvro Breizh

Kuzul-ranvro Breizh en deus roet lańs da zek « chanter kenstroll » hag emań bremań o studiań an traoł gant ar broioł (Voynet).

D’ar Sadorn 28 a viz Genver e Rostrenenn, Bro Kornōg Kreiz-Breizh (108 kumun war departamantoł Penn-ar-Bed, Mor-Bihan hag Aodoł-an-Arvor) he deus bodet ar c’hevredigezhioł sevenadurel a zo war an tiriad.
Fulup Jakez, eilrener an Ofis, Erwan ar C’hoadig evit an Ajańs Diorren ha Gwenn-Ael ar C’helleg evit ar Servij Treiń-aliań a oa aze en anv an Ofis evit kemer perzh el labour kaset da benn gant bodad-labour ar politikerezh yezh dindan prezidantelezh Erwan Puillandre.
Lakaat ar politikerezh yezh e renk kentań kinnigoł ar vro, setu ar pezh zo bet goulennet gant an holl berzhidi. Gant-se e vo graet al liamm gant chanter IX Kuzul-rannvro Breizh.
Deskadurezh divyezhek, stummań an oadourien, implijout ha brudań implij ar brezhoneg gant ar galloudoł foran, sikour intrudu ar c’hevredigezhioł, krouiń ur post « karget a gefridi » evit ar brezhoneg, setu ar pezh zo bet goulennet gant ar bodad digant kuzul-merań Bro Kornōg Kreiz-Breizh hag a c’hellfe lakaat ar mennadoł-se da bignat betek Kuzul-rannvro Breizh.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn