Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Sinadur Ya d’ar brezhoneg gant lise-skolaj Sant-Frańsez Itron Varia Lesneven

Evit ar wezh kentań e Breizh ez eus bet kemeret perzh gant ur framm kelenn ken bras (1600 skoliad) er c’houlzad bet lańset gant Ofis ar Brezhoneg.


D’ar Meurzh 31 a viz Genver e oa bet sinet gant an Ao. Andreo Bouguen rener lise-skolaj prevez Sant-Frańsez Lesneven ar garta Ya d’ar brezhoneg dirak an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg ha tud e-karg an hentenn divyezhek prevez evit Breizh, Dihun. Brudet-tre eo al lise-mań e bro Leon ha pelloc’h. Liammet eo e istor ouzh hini ur bern Bretoned hag a zo bet desavet mat eno ha deuet da vezań e penn a-raok ar vro.

Da-geńver al lid-sinań-mań, ez eo bet kinniget d’an holl ar panelloł divyezhek a zo bet hag a vo lakaet e plas gant al lise-skolaj. Raktresoł all a zo war ar stern gant skipailh-pad al lise evit diorren implij ar brezhoneg er vuhez pemdeziek.
Un digarez eo bet ivez evit pouezań war an hentenn divyezhek ha da zisplegań an holl labourioł zo bet kaset da benn el lise abaoe bloavezhioł ha bloavezhioł evit ar brezhoneg

Tiez-skol all o deus lakaet o anv war ar renk hag emań an Ofis oc’h eskemm ganto er mare-mań evit studiań peseurt oberoł a c’hellfent kas da benn.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn