Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (66 ko)  Fichier pdf 
  PRIZIOŁ RANNVROEL DAZONT AR BREZHONEG

Evit ar pempvet gwezh e vo aozet gant Ofis ar Brezhoneg, diwar c’houlenn Kuzul-rannvro Breizh

« Prizioł rannvroel dazont ar brezhoneg ».


Pal ar prizioł-mań eo brudań oberoł nevez ha dreistordinal savet gant an dud a-benn diorren ar brezhoneg er vuhez pemdeziek.
Rannet eo ar genstriverien etre tri rummad disheńvel :

Evit an « hiniennoł » e vo lakaet ar pouez war an dra-mań : ober war ar pemdez gant ar brezhoneg en o familh ha/pe war o lec'h labour.

Evit rann “ar c’hevredigezhioł” e vo roet ar priz d’ar re o do lakaet ar brezhoneg da vezań implijet da vat en o mont en-dro diabarzh koulz hag en o mont en-dro diavaez. Digor eo ar priz d'an holl gevredigezhioł, forzh pe hini e vefe o zachenn oberiantiz.

“An embregerezhioł” a c'hounezo ar priz o do sevenet ur raktres pe meur a hini a-benn implijout ar brezhoneg en o obererezhioł diavaez pe en o mont en-dro.

Dilennidi eus ar C’huzul-rannvro hag izili eus Ofis ar Brezhoneg a ya d’ober bodad-barn ar genstrivadeg-mań.

Da vare Gouel Erwan, prantad gouel evit Breizh a-bezh, e vez pedet al loreidi d’al lid-roidigezh dirak dilennidi ar C’huzul-rannvro ha pennoł bras an Ofis.

Tu zo da bellgargań reolenn ar genstrivadeg adalek bremań. An teuliadoł a zo da c’houlenn ha da vezań adkaset d’ar chomlec’h-mań : Ofis ar Brezhoneg – 10, straed Naonediz 35000 Roazhon. Echu e vo gant ar genstrivadeg-mań d’an 30 a viz Ebrel 2006.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn