Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Meziantoł e brezhoneg : binvioł talvoudus ha digoust evit an holl !

Ur CD-rom kenembannet gant ar gevredigezh Korvigelloł an Drouizig hag Ofis ar Brezhoneg a zo o paouez dont er-maez.

War ar CD-rom-mań e kaver meziantoł “dieub a wirioł” lakaet e brezhoneg gant skipailh kevredigezh Korvigelloł an Drouizig gant skoazell termenadurourien hag adlennerien an Ofis.
Pal ar bladenn-mań eo reiń an tu d’an dud da implijout ar muiań ar gwellań ar brezhoneg en o endro labour pe en o buhez dudi.
Rak ma kaver war ar bladenn-arc’hant-mań meziantoł talvoudus-bras evel OpenOffice (skridtreterez, taolenner), Mozilla Firefox (merdeer) Mozilla Thunderbird (posteler) e kaver ivez ur bern c’hoarioł a blijo d’ar re vras ha d’ar re vihan : Sebran, Gwezboell, Yams, echedoł, Awele, Abalon hag all.
Embannet ez eus bet 1000 skouerenn eus ar bladennig-mań. Ul lodenn vat a zo bet skignet dija gant ar gelaouenn Bremań d’he c’houmananterien. Tost peurwerzhet eo bremań met arabat bezań nec’het : war lec’hienn an Drouizig http://www.drouizig.org/ e c’hellot pellgargań an holl veziantoł meneget uheloc’h.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn