Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Kendiviz TermBret “Teknologiezhioù nevez ha brezhoneg” – Gwened d’an 11/03/06

Un daou-ugent den bennak o deus kemeret perzh er c’hendiviz kentañ-mañ aozet a-drugarez da dTermBret, kreizenn dermenadurezh Ofis ar Brezhoneg.



Aozañ un darvoud a rofe an tu da eskemm war emdroadurioù teknologel an urzhiataerezh, evit gwelet pelec’h emaomp ganti, gouzout piv a labour war an dachenn-se, anavezout ar binvioù a zo e brezhoneg, an ezhommoù a vo, setu amañ palioù ar c’hendiviz-mañ.
Un digarez eo bet an devezh-se evit lakaat ar gaoz war termenadurezh an teknologiezhioù nevez ivez. Penaos kaout ur yezh a vefe resis ha war un dro aes da gompren evit Yann vrezhoneger ? Penaos ober evit ma vefe perc’hennet ar yezh hag ar binvioù a reer ganto ?
5 prezegenner a oa bet pedet da eskemm gant ar selaouerien :
Christian Rogel, e penn levraoueg departamant Penn-ar-Bed a oa deuet da gomz diwar-benn an “holloueziadur Wikipedia”; gant Philippe Basciano-Le Gall e oa bet kinniget labour e gevredigezh war ar labour treiñ meziantoù frank; Tangi ar Menn, rener Stur, en deus displeget penaos e oa bet krouet “Geriadur.com”, nevez enlinenn hag an “troer emgefre galleg-brezhoneg” emañ o sevel; Maripol Gouret he deus komzet diwar-benn al labour kaset da benn ganti evit sevel “Binvioù renabliñ skridoù e brezhoneg”; Jan-Mai Drapier en doa komzet diwar-benn KDE un endro brezhonek evit an urzhiataerioù ha raktres un diskoder skinwel.

Gant Olier ar Mogn e oa bet kinniget sevel ur bodad termenadurezh war ar stlenneg. Fellout a ra da Ofis ar Brezhoneg sevel ul lusk a sinergiezh etre an holl gevelerien ha dont da vezañ ul lec’h eskemm ha preder war an danvezioù a-bouez-mañ. Emgavioù all a vo aozet en amzer-da-zont hag embannet e vo a-benn nebeut aktaoù ar c’hendiviz-mañ. Enlinnen e vint lakaet war hol lec’hienn.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn