Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Emvod-meur Ofis ar Brezhoneg - Karaez d'an 18 a viz Meurzh 2006

Evit ar wezh kentań abaoe krouidigezh an Ofis e 1999, e oa deuet Prezidant Kuzul-rannvro Breizh da gemer perzh en emvod-meur Ofis ar Brezhoneg.

Fellet ez eus evel-se da Brezidant ar Rannvro adembann e youl da seveniń ur politikerezh yezh efedus evit kas ar brezhoneg war-raok er bloavezhioł o tont. Pouezet en deus war an ezhomm da greńvaat an Ofis, benveg politikerezh yezh ar Rannvro evit mont war-du muioc'h a ofisielidigezh. Degaset en deus da sońj e oa bet lakaet ar brezhoneg e-touez 10 chanter bras ar Rannvro evit an dazont. Diouzh he zu he deus adlavaret Lena Louarn, prezidantez an Ofis pegen mallus e oa kreńvaat an Ofis evit gellout respont d'hor c'hefridi.

Statud an Ofis a zlefe emdreiń gant an amzer evit dont da vezań un DFKS eta. Kreńvaet e tlefe ar budjed bezań er bloaz-mań ivez evit gallout respont da ezhommoł diorren ar yezh er gevredigezh. Prest eo ar Rannvro da genlabourat gant ti-kźr Karaez a-benn staliań an Ofis e kastell Kerampuilh e-kichen al lise Diwan ivez. Gortozet eo an dilojadeg-mań gant ar skipailh-pad abaoe meur a vloaz p’eo deuet kalz re vihan burevioł sez Ofis ar Brezhoneg. Spi zo gant an holl da vezań gouest da labourat gant aozioł labour gwelloc'h. Ur sal emvod aveet gant dafar jubenniń a zlefe bezań savet ivez.
Gant aket eo bet selaouet komzoł prezidant ar C'huzul-rannvro gant an holl izili a oa deuet d’an emvod (e-tro ur c'hant bennak). Poent bras eo kavout diskoulmoł da gudennoł liesseurt an Ofis (budjed, burevioł) en deus da gas muioc’h-mui a raktresoł war-raok.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn