Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Mont d’ober kefridioù e brezhoneg en Il-ha-Gwilen

D’al Lun 20 a viz Meurzh e oa bet kinniget war an ton bras panellerezh divyezhek Super U Gwern-ar-Sec’h, ur gumun e-kichen Roazhon, ouzhpenn 8000 annezad enni.

N’eo ket diwar-c’horre eo bet graet an traoù gant renerien ar Super U.
N’eo ket bet a-walc’h dezho lakaat ur skritell Degemer mat / Bienvenue pe eurvezhioù ar stal en div yezh. Holl banelloù diavaez ha dibarzh ar stal a zo kinniget d’an dud e brezhoneg hag e galleg.
Dreist ha dispar eo al labour-se ha n'eo bet graet e nep lec'h e Breizh betek-henn.
Ar wezh kentañ eo, d'hor meno, ez afe ken pell ur gourmarc'had evit kinnig un divyezhegezh kempouezet.
Ouzhpenn ar skritelloù a ziskouez ar produioù war an estajerennoù (boued babigoù / nourriture pour les bébés – pe c’hoazh Sacs aspirateur / Seier sunerezioù, Petit électroménager / tidredanerezh, evit reiñ un nebeud skouerioù) e kaver ivez disklêriadurioù pe gemennadurioù en div yezh evel : “An dilhad-dindan ne vezont ket adkemeret nag eskemmet / Les sous-vêtements ne sont ni repris, ni échangés”. Kavet e vo eno gant ar vrezhonegerien un divyezhegezh bev ha fetis a zouj d’ar yezh implijet gant an dud en ur leuskel ur plas dereat da bep yezh.
Gwelloc’h c’hoazh ! Ur servij ouzhpenn a vo kinniget da bratikoù ar Super U-se. Tu a zo bremañ d’ober skeudennoù identelezh en ur stalig ma c’heller klevet mod ober ar benveg e brezhoneg.
Gant servij Treiñ-Aliañ ha servij TermBret Ofis ar Brezhoneg e oa bet kaset da benn an holl droidigezhioù hag ur c’helenner war ar brezhoneg eo en deus enrollet frazennoù ar mod-implij e brezhoneg.
Ar c’henlabour heverk-mañ a vo frouezhus moarvat. Ne vefe ket souezhus ma vefe Super U-où all pe gourc’hmarc’hadoù dindan anvioù all a cheñchfe o fanellerezh evit lakaat pep tra divyezhek : al labour treiñ ha skoueriekaat a zo peurechu. Evit kaout roll an termenoù implijet, kit e darempred gant servij Treiñ-Aliañ an Ofis : rozenn.ofisr.bzh@wanadoo.fr
Skoazellet hag aliet e vo kement stal a fell dezhi lakaat ar brezhoneg da vevañ en hec’h endro.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn