Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ur panellerezh divyezhek evit kregiń ganti ha raktresoł all evit mont pelloc'h

Ur c'henlabour a-dost a zo bet skoulmet etre Kreizenn stummań deskidi ar sevel-tiez e Penn-ar-Bed hag Ofis ar Brezhoneg


Graet eo bet troidigezh panelloł diavaez ar savadurioł gant Ofis ar Brezhoneg. Emań ar savadurioł bras-mań o paouez bezań savet e Kemper ha digoret int bet d'ar 16 a viz Meurzh dirak prezidant an AFOBAT Jacques Philippe ha meur a zen pedet. En o zouez, Gonthier Friederici, prefed Penn-ar-Bed, Pierre Maille, prezidant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, Alain Gérard, maer Kemper, Michel Morin e karg eus ar stummadur micherel hag an deskardelezh e Kuzul-rannvro Breizh ha Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg.
Pelloc'h evit se ez ayo ar c'henlabour etre an daou framm koulskoude. Evit gwir, emań renerien an Afobat o klask tostaat ouzh an hentennoł divyezhek a-benn digeriń micherioł nevez e gennad ar sevel-tiez d'ar rummadoł a zeuy war marc'had al labour er bloavezhioł da zont.
Ar re yaouank zo bet skoliet er skolioł divyezhek (Diwan, Div Yezh, Dihun) a c'hellfe dibab aesoc'h e-touez micherioł ar sevel-tiez. Ha d'an holl liveoł, koulz evit bezań micherour pe ijinour pe c'hoazh evit bezań e penn ar chanterioł.
En amzer da zont tost e c'heller sońjal e vo kinniget stummadurioł e brezhoneg evit micherioł zo, evit ma c’hellfe ar studierien-se implijout ha derc'hel an deskadurezh zo bet tapet gant pa oant er skol pe el lise. Krouiń ur rummad teknikourien ar sevel tiez barrek war ar brezhoneg eo ar pal pennań.
Tri servij eus an Ofis a zo e darempred gant an Afobat evit kas ar raktres-mań da benn : servij an Ajańs diorren evit studiań ha diorren ar stummadurioł zo ezhomm, ar servijoł Treiń-Aliań ha termenadurezh (TermBret) evit ober troidigezhioł hag evit skoueriekaat an termenoł teknikel a vo skignet da c'houde e-touez an dud a vicher.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn