Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Kontadennoł erc’h

Skignań tresadennoł-bev e brezhoneg e kreiz-kźr Naoned

Berzh o deus graet an div abadenn skignań filmoł e-touez bugaligoł skolioł Diwan ha Div Yezh Naoned d’ar Gwener 24 a viz Meurzh 2006.
Tost 130 bugel evit ar skol-vamm ha kemend-all evit ar c’hentań derez betek ar CM2 a oa deuet da sellet ouzh ar filmoł bet skignet er Cinématographe, ur sal sinema eus kreiz-kźr Naoned brudet evit live uhel e brogrammadur.
Samuel Julien, rener ar gevredigezh Dizale, arbennikaet war an eilmouezhiań e brezhoneg evit filmoł, teulfilmoł pe dresadennoł-bev, en deus kinniget an abadenn a oa bet aozet gant skoazell Ofis ar Brezhoneg Naoned ha Daoulagad Breizh.
E 5 departamant Breizh e vez kinniget an droiad tresadennoł-bev-mań a-benn dudiań holl vugale ar skolioł divyezhek.
Abaoe meur a vloaz e teu an droiad-mań betek Naoned ha gant mall e vez gortozet an darvoud-se gant ar vugale. Ken laouen e oant holl e dibenn an abadennoł m’o deus stlapet o daouarn a-greiz kalon. Un digarez eo evito da gejań gant bugale ar skolioł all. Seurt emgavioł a ziskouez dezho n’eo ket serret bedig o skol warnań e-unan.
Ur bern bugale a gemer perzh er "skrivadenn vras" bep bloaz e Naoned. Sklaer eo e kemeront plijadur oc'h en em adkavout e seurt emgavioł reoliek ha reiń a ra c’hoant dezho da ebatal e brezhoneg gant o c’henseurted.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn