Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Al label “Ya 1” roet da Blougastell. Sinadur ar garta “Ya d'ar brezhoneg”, live 2.

Roet eo bet al label “Ya d'ar brezhoneg” live 1 da Dominique Cap, maer Plougastell-Daoulaz, gant Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, d'ar Gwener 21 a viz Ebrel 2006 e sal kuzulioù-kêr ar gumun.

Ur gumun oberiant abaoe pell ’zo eo Plougastell-Daoulaz, evit diorren implij ar brezhoneg er vuhez foran.
Kalz a labour a zo bet graet dija evit kas war-raok an divyezhegezh er skolioù da skouer. Bev-mat eo an daou hentad a gaver er gumun, Div Yezh (deskadurezh publik) ha Dihun (skolioù prevez), ha kalzig a vugale a vez skoliataet enno (114 er skol bublik, 147 er skol brevez – sifroù distro-skol 2005).
Se a zo kaoz ez eus bet divizet gant Ofis ar Brezhoneg reiñ da gumun Plougastell-Daoulaz an testeniekadur “Ya d’ar brezhoneg” live 1 evit kregiñ ganti ha kensinañ, war un dro, ar garta Ya d’ar brezhoneg, dezhi da dapout al label live 2 a-benn 2 vloaz.
An oberoù bet dibabet gant ar C'huzul-kêr a sell ouzh an divyezhegezh war kartennoù-bizit dilennidi pe implijidi ar gumun, war ar pedadennoù kaset d'an dud da-geñver gouelioù pe darvoudoù all, pe c'hoazh embann ingal pennadoù divyezhek e kelaouenn an ti-kêr.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn