Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (68 ko)  Fichier pdf 
  Troidigezh war ar prim : 20 selaouell a c’heller amprestań bremań

Abaoe miz Du 2004 e vez kinniget d’ar c’hevredigezhioů gant Ofis ar Brezhoneg un dafar jubenniń micherel aes da implijout ha prestet evit netra.

Pal an Ofis eo reiń tu d’an holl re o deus c’hoant da c’hallout komz brezhoneg e kement digarez zo er vuhez kevredigezhel hep lakaat a-gostez ar re n’ouzont ket ar yezh. Kement-se zo ur striv evit mont a-benn d’al lusk naturel a gas an holl war-zu yezh ar muianiver bep tro ma vez lod na vestroniont ket mat ar yezh. Seurt strivoů n’int ket aes a-wechoů pa c’houlennont cheńch hor boazioů mont en-dro. Ha kouskoude, ma vez c’hoant reiń ur chańs d’ar brezhoneg da vevań en amzer da zont ha krouiń ur gwir kevredigezh divyezhek ez eo ur pleg a rankimp kemer muioc’h-mui.
Un toullad aozadurioů o deus graet un degemer a-zoare d’an teknik nevez-se c’hoazh : DAO, Diwan Breizh, Ti ar Vro Bro-Leon, Devezh ar Brezhoneg, Taol Kurun, Kreizenn Sevenadurel Lannuon, Kuzul Sevenadurel Breizh…
Laouen omp bet o klevet e oa bet plijet-bras perzhidi an emvodoů ma oa bet implijet an dafar jubenniń. Ar vrezhonegerien vat da gentań evel-just pa oa bet tu dezho da zispakań o sońjoů en o yezh met ivez ur maread tud all, berroc’h o brezhoneg, na gave ket dezho er penn kentań e vijent bet gouest da heuliań un emvod e brezhoneg, hag a zo bet plijet o welet e komprenent muioc’h eget na sońje dezho. Evit ar re zivrezhonek eo un doare da briziań a-dostoc’h bezańs sokial ar brezhoneg.
Da-geńver emvod meur Ofis ar Brezhoneg e miz Meurzh, an Ao. Jean-Yves Le Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, en deus displeget fraezh pegen plijet e oa bet o klevout brezhoneg e-pad an emvod ma kemere perzh ennań e-kichen an It. Lena Louarn, ha pegen bamet e oa bet dirak live an droidigezh kaset da benn gant Corine ar Mero ha Sten Charbonneau.
Ar jubennourien, anezho tud a-vicher pe a-youl vat, a gav plijus ken-ha-ken ar “c’hoari” nevez-mań a c’houlenn bezań lemm a spered kement ha bezań barrek war an div yezh implijet.
Fiziańs zo bremań en Ofis e vo implijet an dafar jubenniń-mań gant muioc’h-mui a dud en dazont. Se a zo kaoz emań o paouez prenań 10 selaouell ouzhpenn, ar pezh a gas da 20 a niver a selaouelloů da amprestań.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn