Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Sinadur ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Kambr Micherioł hag Artizanerezh Penn-ar-Bed

Renerien Ofis ar Brezhoneg a zo bet degemeret d’ar Meurzh 9 a viz Mae 2006 gant Prezidant Kambr ar Micherioł, an Ao. Guéguen, hag e rener, an Ao. Dantec, dirak an Ao. Thomin e karg eus ar politikerezh yezh er C’huzul-rannvro, an It. Gars, kuzulierez-rannvro hag an It. Le Bal, kuzulierez-rannvro ha dilennadez e Kemper o tileuriań an Ao Gérard, Maer Kemper, evit lid-sinań ar Garta e sez ar Gambr e Kemper.

Stad zo en Ofis gant ar sinadur-mań o vezań ma vo kreńvaet gantań al lusk bet krouet e 2001 d’ar mare ma oa bet lańset ar c’houlzad Ya d’ar brezhoneg 1 davet ar gevredigezh keodedel. Abaoe eo bet sinet ar garta-mań gant embregerezhioł bras (Henriot, Le Minor, Saveol...) hag aozadurioł liesseurt (Kambr Kenwerzh Greanterezh Kemper, Ouest-France...), stalioł bras (Intermarché, SuperU Gwern...) pe c’hoazh frammoł micherel (Kevre Breizh ar Sevel-Tiez). (Roll klok ar sinerien zo war hol lec’hienn, war bajenn an Ajańs diorren). Gant ar frammoł meneget a-us ez eus bet kaset da benn obererezhioł a bep seurt c’hoazh a-benn diorren implij ar brezhoneg war ar pemdez hag e lakaat war wel.
Un dra vat eo an diviz bet kemeret gant Kambr Micherioł hag Artizanerezh Penn-ar-Bed peogwir ez eus bodet er framm-se ouzhpenn 13 000 embregerezh war a bep seurt micherioł disheńvel en departamant a-bezh. Skrivet e vo ul lizher gant ar Gambr a-benn nebeut evit broudań anezho da gemer perzh en diviz bet kemeret gant kuzul-merań ar Gambr.
Divizet he deus ar Gambr lakaat en div yezh he skoroł kehentiń (kartennoł-bizit, talbenn lizher, anv ar framm hag all). En un dazont tost e vo staliet panelloł divyezhek er greizenn stummadur nevez ha pennad-stur ar prezidant a vo kinniget d’al lennerien e galleg hag e brezhoneg e kelaouenn ar Gambr.
Prest eo an Ofis da reiń dorn ha skoazell da holl artizaned Penn-ar-Bed a fell dezho lakaat da dalvezout an emglev-mań, en ur zegas dezho e chemet hag e skiant-prenet war dachenn an divyezhegezh.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn