Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ti-kźr Tregastell o c'houlenn al label live 3

D’ar Gwener 19 a viz Mae e oa bet aozet lid-sinań ar garta “Ya d’ar brezhoneg” e ti-kźr Tregastell dirak an Ao. Loļc Le Guillouzer, maer, an Ao. Laurent, kuzulier-kźr e karg eus ar brezhoneg hag an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg.

Emań Tregastell e-touez ar c'humunioł zo aet kalz war-raok war dachenn ar brezhoneg. Abaoe bloavezhioł emań e darempred gant “Kenvodad Al Levrig”, ur gevredigezh oberiant-tre er vro hag a labour gant meur a gumun e Bro-Dreger hag Bro-Oueloł evit kas ar brezhoneg war-raok er vuhez foran.
Bev-mat eo ar c'helenn divyezhek er gumun-mań : ur c'hard eus ar vugale dindan pemp bloaz a zo skoliataet er skolioł-mamm divyezhek ha 17 % eus bugale ar c'hentań derez a gaver en hentad divyezhek.
E-touez an oberoł kinniget e-barzh karta “Ya d’ar Brezhoneg” an Ofis ez eus ul lodenn vat anezho zo bet kaset da benn c’hoazh gant kumun Tregastell. Emeur o labourat er mare-mań evit lakaat ar muiań ar gwellań a banelloł divyezhek war hag e-barzh savadurioł ar gumun.
Un nebeud oberoł pouezus avat a chom dezhi da seveniń evit tapout al label live 3.
En oberoł dibabet nevez 'zo gant ar c'huzul-kźr e kaver an ober 16 : “reiń da anavezout an emglev “Ya d'ar brezhoneg” da embregerezhioł, stalioł ha kevredigezhioł ar gumun”, pe c'hoazh an ober 18 : “reiń teulioł divyezhek d'an dud evit an aktaoł boas (eured, ganedigezh, marv...)”. A-benn 3 bloaz ac'hann e rank kumun Tregastell bezań sevenet an oberoł-se.
An trede kumun eus Breizh a c’houlenn sinań war-eeun evit al live 3 eo Tregastell, goude Landerne ha Karaez. War un dro eo bet roet dezhi al label live 2 evit al labour efedus kaset da benn evit ar brezhoneg betek-henn.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn