Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ti-kęr Karaez : Lec’hienn ofisiel gentań peurzivyezhek

Evit ar wech kentań e kinnig un ti-kęr he lec’hienn e brezhoneg penn-da-benn.

E 2002 e oa bet savet lec’hienn Genrouedad kentań Ti-kęr Karaez. Pennadoů zo a veze tu da lenn e brezhoneg dija met ne oa ket ur gwir lec’hienn divyezhek evel ma’z eus bremań.
En nevezamzer 2005, e oa deuet ar sońj gant Ti-kęr Karaez digeriń ul lec'hienn Genrouedad nevez gant ar pal krouiń ur benveg klokoc'h, aesoc'h d'ober gantań ha kinnig ur garta c'hrafek nevez hep disońjal ar brezhoneg. Ti-kęr Karaez, sinet gantań ar Garta Ya d’ar Brehoneg er c’humunioů e 2004, en deus fiziet e skipailh troerien Ofis ar Brezhoneg lakaat al lec’hienn e brezhoneg.
C'hoarvezout a ra al lec’hienn, ouzhpenn tregont pajenn enni, eus peder lodenn vras (Dizoleiń Karaez, Bevań e Karaez, Embreger hag an Ti-kęr ha c'hwi). Fellout a ra d'an aozerien lakaat danvez talvoudus war ar pemdez gant titouroů pleustrek enlinenn : touristerezh, glad, yaouankizoů, deskadurezh, sevenadur, yec'hed/servijoů sokial, embregerezhioů, endro, sportoů, buhez an Ti-kęr, goulennoů melestradurel…
Ul lec’hienn gaer eo a dalvezo da skouer ensavadurioů evit lakaat sevel pe neveziń o lec’hiennoů Genrouedad en amzer da zont.
Evit mont war al lec’hienn : www.ville-carhaix.com/bzh
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn