Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ul label a-zoare evit ur skipailh efedus

Kalz a blijadur o deus bet renerien Ofis ar Brezhoneg o vont da di-kêr Pleskob d'ar Yaou 18 a viz Mae. Eno o deus roet d'an Itron Nelly Fruchard ha d'he c'huzul-kêr al label live 1 eus ar garta "Ya d'ar brezhoneg er c'humunioù".

E miz Meurzh 2005 e oa bet sinet gant ti-kêr Pleskob an emglev Ya d'ar brezhoneg ha goulennet tapout al label live 1 dindan ur bloavezh, dre seveniñ 5 ober.

E koulz eo bet graet an traoù ha gellout a ra skipailh an ti-kêr bezañ lorc'h ennañ : staliet eo bet ar panelloù divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun, savet e vez ingal pedadennoù divyezhek evit lidoù-digeriñ pe manifestadegoù aozet gant an ti-kêr, e brezhoneg e vez skrivet ar ger degemer a vez kaset d'an annezidi nevez, graet ez eus bet un enklask war soñj tud ar vugale a-benn gouzout pegen dedennet e oant gant ar c'helenn divyezhek er gumun ha kemer perzh a ra Pleskob e koulzad brudañ ar c'helenn d'an dud deuet aozet gant an Ofis. Kenlabourat a ra an ti-kêr ivez gant embregerezhioù ha kevredigezhioù ar gumun a-benn brudañ an emglev « Ya d'ar brezhoneg ».

Emañ ar c'huzul-kêr o prederiañ war oberoù all da gas da benn bremañ. Gant lod eur krog c'hoazh, reoù all a c'houlenn bezañ studiet hiroc'h. Pa soñjo d'ar gumun ez eo barrek e c'hello Pleskob sinañ un eil kevrat gant an Ofis a-benn klask tapout al label live 2.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn