Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Sinadurioł nevez e bro Dreger

Kumunioł Kawan, Prad ha Tonkedeg o doa sinet d'ar Sadorn 27 a viz Mae ar garta “Ya d'ar brezhoneg”.

Da-geńver ar gouelioł aozet evit digoridigezh ofisiel ar greizenn sevenadurel « Ti ar vro Treger-Goueloł » digoret nevez 'zo e Kawan, eo bet sinet ar garta « Ya d'ar brezhoneg » gant Pierre-Yvon Tremel, maer Kawan, an Ao. Dagorn, eilmaer Prad hag Yves Le Fustec, maer Tonkedeg dirak Gireg Konan, prezidant Al Levrig, ha Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg.
Roet eo bet al label live 2 da di-kźr Kawan evit an holl draoł kaset da benn eno c'hoazh evit ar brezhoneg, gant skoazell greńv ar gevredigezh Al Levrig. Un dek ober all a vo lakaet war ar stern gantań dizale gant ar pal resev al label live 3 a-benn 2 vloaz.
Kumunioł Prad ha Tonkedeg, o kregiń gant an argerzh-mań, o deus sinet ar garta gant ar pal resev al label live 1 pa vint deuet a-benn da lakaat e pleustr ar 5 ober ret zo bet dibabet ganto.
Sinadurioł all a c'hortozer a-barzh nemeur : re ar 5 kumun all a zo izili eus « kumuniezh kumunioł Kreiz-Treger ».
Laouen-kaer e oa renerien Ofis ar Brezhoneg e vefe bet aozet al lid-sinań-mań el lec'h ma vo staliet, a-benn un nebeud mizioł, pempvet lec'hiad an Ofis. Rak, goude bezań digoret burevioł e Penn-ar-Bed e Karaez, en Il-ha-Gwilen e Roazhon, er Mor-Bihan e Plańvour hag el Liger-Atlantel e Naoned, emań an Ofis o vont d’en em staliań en Aodoł-an-Arvor. Goloet e vo holl zepartamantoł Breizh ha tizhet ar pal bezań atav tostoc'h d’an dilennidi ha d’an dud.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn