Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Gant Noal-Pondi eo bet sinet ar garta “Ya d’ar brezhoneg”

7 ober da gas da benn dindan bloaz a zo bet dibabet gant ar gumun.

Gant Michel Houdebine, maer Noal-Pondi, eo bet sinet ar garta “Ya d’ar brezhoneg” d’an 30 a viz Mae 2006 gant ar pal tapout al label live 1. Emgav en deus roet da renerien an Ofis a oa deuet d’al lid-sinań a-benn ar bloaz a zeu. Dindan bloaz eta e ranko kumun Noal-Pondi kas da benn ar 7 ober dibabet e-touez an 28 kinniget gant an Ofis.

Evit kregiń ganti eo bet dibabet gant Kuzul-kęr Noal-Pondi diskouez ar brezhoneg ar muiań ar gwellań. Da gentań penn dre staliań panelloů divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun, met ivez dre staliań plakennoů straed en div yezh. Ur panellerezh divyezhek a vo staliet ivez e diavaez hag e diabarzh savadurioů an ti-kęr.
Ouzhpenn ar panelloů, dafar kehentiń an ti-kęr a vo divyezhek a-benn nebeut : kartennoů-bizit an dilennidi ha paper talbennet ar servijoů-kęr. Adalek bremań e vo kavet ingal e kelaouenn an ti-kęr pennad-stur ar maer e brezhoneg hag e galleg.
Hag evit klozań gant an oberoů-se, evit ma vefe ar brezhoneg e pep lec’h e kęr ha dindan daoulagad pep annezad, e vo divyezhek ar menegoů war kirri ar gumun.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn