Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ar strollad Post Penn-ar-Bed a ya war-raok gant ar brezhoneg.

Ar strollad Post Penn-ar-Bed eo ar Servij Publik kentań o sinań un emglev kenlabour gant Ofis ar Brezhoneg a-benn harpań diorren ar brezhoneg en departamant.

Gant an Ao. Jean-Paul Barre, rener, ez eus bet sinet, d'ar Gwener 2 a viz Mezheven e Kemper, ur c'henemglev keveliń gant Ofis ar Brezhoneg dirak an It. Lena Louarn, prezidantez an Ofis.
Fellout a ra d’ar strollad Post Penn-ar-Bed diskouez pegen stag eo ouzh sevenadur ha glad Breizh gant oberoł a-du gant an divyezhegezh en un nebeud lec'hioł en departamant.
War tri ahel pennań e vo labouret er mizioł a zeu :
A-benn talvoudekaat ar glad sevenadurel e kornioł-bro zo darempredet stank gant an douristed e vo graet goloioł-lizher « prest da bostań » divyezhek. Kemennadennoł bihan a vo skrivet warno da-geńver abadennoł sevenadurel pe sportel dreistordinal, kinniget en div yezh.
En div yezh ivez e vo kinniget plegfollennoł da vrudań tourioł-tan ar vro (Echmühl, Lokmazhe, Eusa ha Douarnenez). Skignet e vint e burevioł « kantreat » Penn-ar-Bed.
Hag evit echuiń e vo staliet ur panellerezh divyezhek e diabarzh ar burevioł e tri lec'h resis (Karaez, Pont-'n-Abad hag an Uhelgoad).
Gant TermBret, ar greizenn dermenadurezh, ha gant servij Treiń-Aliań an Ofis e vo kaset da benn an holl droidigezhioł a vo goulennet gant Post Penn-ar-Bed da vastań d'e ezhommoł.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn