Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (60 ko)  Fichier pdf 
  Prizioù Rannvroel Dazont ar Brezhoneg 2006

Evit ar pempvet gwezh eo bet aozet ar genstrivadeg-mañ gant Ofis ar Brezhoneg diwar c’houlenn Kuzul-rannvro Breizh. Digor eo ar genstrivadeg d’an holl re a labour tu pe du evit diorren implij ar brezhoneg.

Loreidi Prizioù rannvroel dazont ar brezhoneg 2006 a zo bet degemeret e ti ar Rannvro e Roazhon gant an Ao. Jean-Yves an Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh hag an Ao. Yann-Ber Thomin, kuzulier-rannvro ha maer Landerne, e karg eus ar politikerezh yezh, dirak an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, renerien an Ofis hag ur bern kouvidi.

3 rummad a zo d'ar genstrivadeg :
Hini an hiniennoù da gentañ. Er bloaz-mañ ez eus bet dibabet tri den yaouank, bet desket brezhoneg ganto (Katell Chantreau, Mikael Bodlore, Aurélie Le Brun). Daoust ma ne gomzont ket brezhoneg abaoe pell o deus diskouezet dija pegen uhel e felle dezho lakaat o fal ha pegen kreñv e oa o c’hoant da gas ar brezhoneg war-raok. C’hoariva, Internet, buheziñ... Ec’hon eo o zachenn labour, liesseurt ha tost da ezhommoù an amzer vremañ.
Ar c’hevredigezhioù da eil. Gant teir c’hevredigezh leun a startijenn eo aet ar maout er rummad-mañ (Centre Intercommunal d’Action Sociale du Cap Sizun, Stur, Setu). An hini gentañ, hag a labour gant ar re gozh, a fell dezhi adstagañ al liammoù etre ar rummadoù dre stummañ he c’hoskor war ar brezhoneg ; an eil, renet gant Tangi ar Menn, a fell dezhi lakaat ar brezhoneg da vezañ ur gartenn-drec’h e bed an teknologiezhioù nevez, hag an trede kevredigezh a roio d’ar brezhoneg ur rummad krouerien nevez e bed ar c’hleweled.

Hag evit echuiñ ganti, an embregerezhioù. Alato Kebat, Super U Gwern-Roazhon, France3 Breizh. Pe e ve en embregerezhioù bihan pe e ve er strolladoù bras e kav ar brezhoneg e blas digudenn en embregerezhioù. Pa vez implijet gant ur gwir c’hoant ha gant poell e teu brav ha pa vefe en un embregerezh design evit an ti hag an annez, evel Alato hiziv, pe er stalioù bras pe c'hoazh er skinwel.

Evit gouzout hiroc’h diwar-benn pep loread, pellgargit ar pezh stag
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn