Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Sinadur ar garta « Ya d’ar brezhoneg » gant kumun ar Gelveneg.

An eil kumun er vro Vigoudenn eo ar Gelveneg, goude Sant-Yann-Drolimon, o tivizout kenlabourat gant an Ofis dre sinañ ar garta « Ya d’ar brezhoneg ».

Lidet e oa bet sinadur ar garta “Ya d’ar brezhoneg” gant kumun ar Gelveneg d'ar Sadorn 17 a viz Mezheven, dirak an It. Hélène Tanguy, maerez ha prezidantez Kumuniezh kumunioù Su ar Vro Vigoudenn, an Ao. René-Pierre Kerdranvat, eilmaer, hag an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg.
C’hoant pennañ kumun ar Gelveneg, dre sinañ an emglev-se a zo da gentañ penn adkavout he glad yezhel hag e lakaat war wel dre ur panellerezh a-zoare aes da lenn ha da gompren evit an holl, brezhonegerien pe get.
Skoazellet e vo ar gumun gant servij « Glad Yezhel » Ofis ar Brezhoneg dre m’eo ennañ eo bet fiziet ar studiadenn lec’hanvadurezh en do da sevel war an anvioù-lec’h.
E-touez an oberoù a gaver war ar roll kinniget gant an Ofis, kuzul-kêr ar Gelveneg en deus dibabet staliañ panelloù divyezhek e diavaez hag e diabarzh ar savadurioù a zo en e zalc’h ha war ar panelloù-henchañ staliet war takad ar gumun. Gant ar servij « TermBret », kreizenn dermenadurezh an Ofis, e vo savet holl droidigezhioù an termenoù teknikel a-benn harpañ brezhonekadur dremm ar Gelveneg.
Divizet he deus kumun ar Gelveneg, seveniñ an oberoù-se dindan 2 vloaz. Ambrouget e vo a-dost gant an Ofis evit dont a-benn eus an diviz-se.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn