Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (1761 ko)  Fichier pdf 
  TermOfis : ur benveg nevez e-kerz ar Vretoned.

TermBret, Kreizenn dermenadurezh Ofis ar Brezhoneg, a ginnig deoc’h he bank termenadurezh enlinenn. Ur skoazell e vo evit an holl re a fell dezho ober gant hor yezh.

Kroget e oa bet da sevel ar bank termenoł-se e deroł 1993. Memor al labourioł sevenet gant TermBret abaoe e grouidigezh eo an diaz roadennoł-se. Disoc’h al labour kaset da benn gant izili ar bodadoł termenadurezh e-pad un 10 vloaz bennak a gaver ennań, asambles gant ar c’hinnigoł pourchaset d’an holl re a zeu e darempred gant ar greizenn. Setu ar roadennoł a vez kavet : an dachenn dermenadurezh, ar penngerioł brezhonek ha gallek, rummenn-ger ar pennger brezhonek, liester pe unanderenn ar pennger brezhonek ha diouzh ret an anv skiantel. Renket eo an termenoł diouzh o zachenn dermenadurezh. E galleg pe e brezhoneg e c’hall bezań graet an enklaskoł. Ouzhpenn 100 tachenn disheńvel a ya d’ober an diaz roadennoł. War-dro 22 000 termen a ginniger hiziv an deiz.
Bastań da ezhommoł ar vrezhonegerien eo pal TermOfis. Ar bank termenadurezh-se koulskoude n’eo ket ur geriadur. N’eo ket brezhoneg ar pemdez a gaver ennań met termenoł arbennik a ra diouer d’ar geriadurioł hollek peurliesań pe a vez kavet enno gant sterioł all, evel postel, divruzunań ha merdeer, loen-ti nevez ha kaketou, pe c’hoazh bod al labourerien yaouank, kumuniezh-kźr ha skoazeller er gźr…
Direspont e c’hall chom TermOfis a-wezhioł. Mont e darempred gant TermBret evit goulenn e vefe studiet an termen-se a zo d’ober d’ar mare-se, dre gas ur postel da fulup.travers@ofis-bzh.org. Fiziańs hon eus e vo implijet TermOfis gant ar muiań ar gwellań a vrezhonegerien. Kit d’ober un tamm tro war http://www.ofis-bzh.org/bzh/ressources_linguistiques/index.php.!
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn