Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Roidigezh al label live 1 da gumun Ploue

Gant an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg e oa bet roet d’an Ao. Jacques Le Nay, kannad-maer Ploue ha prezidant Kumuniezh kumunioů bro Ploue label live 1 ar garta “Ya d’ar brezhoneg” d’ar Meurzh 22 a viz Even 2006.

Dre m’eo bet kadarnet gant Ofis ar Brezhoneg e oa bet kaset da benn an oberoů dibabet e-touez ar re ginniget er garta, e c’hell kumun Ploue kemer he flas e-touez ar re o deus bet an testeniekadur a live 1 evit 5 ober peurechu :
1) staliań panelloů divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun ;
2) embann pennadoů brezhonek e kelaouenn an ti-kęr ;
3) staliań panelloů divyezhek e diavaez hag e diabarzh ar savadurioů a zo e dalc’h an ti-kęr;
4) reiń da c’houzout d’an dud e c’hall o eured bezań lidet en div yezh ;
5) reiń ur skoazell arc’hant pe ur
skoazell deknikel evit staliań pe diorren klasoů divyezhek er gumun.

3 live a zo kinniget gant ar garta « Ya d’ar brezhoneg ». Spi a zo gant an Ofis e kendalc’ho kumun Ploue, hag a zo deuet a-benn ken brav c’hoazh, gant an hent bet kroget ganti evit kas ar brezhoneg war-raok war an dachenn.


 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn