Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Sinadur kentań e bro an Alre

Karnag eo ar gumun gentań e bro an Alre o sinań ar garta “Ya d’ar brezhoneg”.


Niverus e oa deuet an dud da lid-sinań ar garta “ Ya d’ar brezhoneg”, sinet gant an Ao. Michel Grall, maer Karnag, dirak an It. Lena Louarn, prezidantez an Ofis, hag Olier ar Mogn, e rener, dilennidi ar vro, sonerien bagad Karnag, bugale an hentad divyezhek Dihun ha meur a zen all a-du gant ar brezhoneg
Divizet eo bet gant Karnag kas da benn 5 ober dindan 3 bloaz, a-benn diorren an implij eus ar brezhoneg er gumun evit tapout label live 1 ar garta.
A-benn neuze e vo divyezhek an holl banelloł mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun ; skignet e vo logo an ti-kźr e brezhoneg hag e galleg ; glad ar gumun, pinvidik-mor evel ma oar an holl, a vo lakaet war wel gant skoazell panelloł displegań divyezhek ; skoazellet e vo muioc’h an hentadoł deskadurezh divyezhek er gumun ; ha kefridiet e vo an Ofis evit ma vo kaset da benn an holl oberoł-mań diouzh ar gwellań.
Goude ar sinadur nevez-mań, a voe un darvoud plijus evit an holl, ez eus spi da gaout e vo kumunioł all eus ar c’horn o tivizout ober kemend-all, rak gouzout a reer ez eo bro an Alre unan eus broioł Breizh e-lec’h m’eo bev-buhezek ar c’helenn divyezhek er skolioł kentań derez.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn