Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Evit ar wezh kentań eo bet sinet ar garta “Ya d’ar brezhoneg” gant ur Gumuniezh kumunioł.

Gant Kumuniezh kumunioł Kreiz-Treger eo bet sinet ar garta “Ya d’ar brezhoneg” gant 4 eus ar c'humunioł a ya d'ober anezhi.

Fromet e oa an holl dud a oa deuet d’al lid-sinań a oa bet aozet e Kawan d’ar Gwener 7 a viz Gouere 2006 e Ti ar Vro Treger-Goueloł.
Abalamour da varv trumm an Ao. Per-Yvon Tremel, prezidant Kumuniezh kumunioł Kreiz-Treger ha maer Kawan, c’hoarvezet nevez’zo, eo bet un tamm ispisial lid-sinań ar garta.
Estreget al labour divent evit diorren ar brezhoneg a oa bet graet gant an Ao. Per-Yvon Tremel e-pad e vuhez dilennad en doa klasket er mizioł tremenet kendrec’hiń holl gumunioł ar Gumuniezh kumunioł da gemer perzh er c’houlzad lańset gant Ofis ar Brezhoneg. 4 c'humun Kumuniezh kumunioł Kreiz-Treger o deus kemeret an diviz-mań goude an teir c’humun gentań a oa bet o sinań un nebeud sizhunvezhioł ‘zo. Da heul Kawan, Prad ha Tonkedeg eo bet sinet ar garta gant Berc’hed, Koadaskorn, Kaouennec ha Kemperven eta.

An holl gumunioł-mań koulz hag ar Gumuniezh kumunioł o deus divizet sinań evit tapout al label live 1 a-benn 2 pe 3 bloaz.


Hervez het an Ao. Per-Yvon Tremel ez eus spi da gaout e teuio da vezań Ti ar Vro Treger-Goueloł, e-lec’h ma vo staliet a-benn an distro-skol 2006 burevioł nevez an Ofis, ul lec’h eskemm hag emgav evit holl vrezhonegerien an departamant.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn