Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Kêr Vrest ha Kumuniezh-kêr Brest Meurgêr ar Mor o tibab ar brezhoneg.

Sinet eo bet ar garta “Ya d'ar brezhoneg” evit kêr Vrest gant an Ao. François Cuillandre, kannad-maer hag, evit BMM gant an It. Annick Cleach, besprezidantez ar Gumuniezh d'ar Meurzh 11 a viz Gouere dirak an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg ha renerien an Ofis.

Stad a zo gant renerezh an Ofis ha brezhonegerien ar vro o welet Brest, eil kêr departamant Penn-ar-Bed, o kemer perzh en argerzh adperc'hennañ implij ar brezhoneg er vuhez foran.
Abegoù ouzhpenn zo da vezañ laouen pa weler, dres goude sinadur Kumuniezh kumunioù Kreiz-Treger, Kumuniezh-kêr gentañ Breizh (Brest Meurgêr ar Mor) o sinañ a-du gant ar brezhoneg.
Sinet o deus an daou aozadur evit kas da benn 10 ober dindan 2 vloaz evit diorren un divyezhegezh kempouez war o zachenn.
Labourat a raio kêr Vrest evit skoazellañ an deskiñ brezhoneg dre meur a ober : skoazell arc'hant pe deknikel evit staliañ pe diorren klasoù divyezhek er gumun, arc'hantaouiñ stummadur micherel an implijidi kêr a fell dezho deskiñ pe gwellaat o live yezh, kemer perzh e koulzad brudañ bloaziek ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet. An holl oberoù all dibabet gant an ti-kêr a sell ouzh ar panellerezh. Fellout a ra d'ar gumun staliañ panelloù divyezhek e pep lec'h hag en un doare sistematek. Fiziet e vo en Ofis ur studiadenn war lec'hanvadurezh ar gumun.


Evit a sell ouzh ar Gumuniezh-kêr ez eo un tamm heñvel an oberoù dibabet, ar pezh a vo ur skoazell vras evit an daou framm da genlabourat ha da zont a-benn d'o raktresoù.
Daou ahel pennañ : eus un tu e vo skoazellet an deskiñ brezhoneg o kregiñ gant ar re vihan tout (skoazell da zigeriñ magourioù e brezhoneg), hep disoñjal ar re vras (kemer perzh er c'houlzad bloaziek “Deskomp brezhoneg”). Eus un eil tu, strivoù bras a vo graet gant ar gumuniezh-kêr evit staliañ ur panellerezh henchañ, o toujañ d'al lec'hanvadurezh vrezhonek.
Lec'hienn genrouedad boutin kêr Vrest ha Brest Meurgêr ar Mor a vo troet e brezhoneg hag e vo tu merdeiñ en div yezh el lec'hienn-mañ a-benn un nebeud mizioù.
Erfin, sinet ez eus bet ur gevrat gant Ofis ar brezhoneg evit ma vo heuliet ha sevenet an oberoù bet dibabet gant ar strollegezh lec'hel-mañ.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn