Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Eskemm e brezhoneg war ar genrouedad : blog.ouest-france.fr

Ur mennozh da zifenn ? Un evezhiadenn da zegas ? Digoret ez eus bet gant ar blogoù lec’hioù eskemm mennozhioù etre an dud. Ha plas a zo evit ar brezhoneg.

Diouzh ar c’hiz eo ar blogoù. Hag ur bern gwiaderien a zo boas d’en em adkavout war hini Ouest-France.
Komzet e vez eus a bep seurt traoù : politikerezh, sport, sevenadur. Betek bremañ ne oa tu da eskemm nemet e galleg met abaoe un nebeud sizhunvezhioù ez eo e brezhoneg e c’heller tabutal o reiñ e ali goude bezañ lennet pennad pennskrivagner Ouest-France, an Ao. Didier Pillet.
Bep sizhun e vez lakaet e brezhoneg unan eus e bennadoù gant servij Treiñ-Aliañ Ofis ar Brezhoneg. Ha Yann brezhoneger a c’hell eskemm evel ma plij dezhañ diwar-benn an danvez kinniget.
Sed aze un doare nevez da reiñ e ali hag un digarez a-feson da ziskouez pegen bev eo ar brezhoneg dreist-holl.
Na chomit ket etre daou soñj ! Kemerit perzh !
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn