Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Sinadur nevez er Vro Vigoudenn

Goude Sant-Yann-Drolimon hag ar Gelveneg eo bet sinet ar garta “Ya d’ar brezhoneg” gant kumun Ploveur

D’ar Gwener 1añ a viz Gwengolo, e dibenn ar mintinvezh, eo bet degemeret, an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, gant an It. Léa Laurent, maerez, evit lid-sinañ karta Ya d’ar brezhoneg gant an ti-kêr. Izili ar C’huzul-kêr a oa eno, an Ao. Reun Koupa, bet besprezidant an Ofis ha krouet Startijenn ar vro Vigoudenn gantañ, an Ao. Mikael ar Roue, prezidant Emglev bro Vigoudenn ha renerien an Ofis
Kumun Ploveur a zo krog abaoe bloavezhioù gant al labour diorren ha skoazell kelennadurezh ar brezhoneg er skolioù. Ul labour efedus eo pa ouezer ez eus skoliataet 105 bugel er skol divyezhek, da lavaret eo ur c’hard eus bugale ar c’hentañ derez evit ar gumun a-bezh. An It. Armelle ar C’hozh, renerez ar skol divyezhek a oa el lid ivez. E-touez an 28 ober kinniget gant an Ofis, eo bet dibabet ez-naturel gant ar C’huzul-kêr an oberoù a denn d’an deskadurezh : enklask war soñj tud ar vugale a-benn gouzout pegen dedennet ez int gant ar c’helenn divyezhek ; skoazell arc’hant pe skoazell deknikel evit staliañ pe diorren klasoù divyezhek ; kemer perzh er c’houlzad bloaziek da gas war-raok ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien. An oberoù all a sell ouzh ar panellerezh divyezhek war dachenn ar gumun. Kefridiet eo bet an Ofis evit sevel ur studiadenn war lec’hanvioù ar gumun. Dibabet eo bet gant ar C’huzul-kêr sinañ ar garta a-benn tapout al label live unan dindan bloaz.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn