Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ar Vro Vigoudenn o vont war-raok

D’an hevelep deiz, ar Gwener 1ań ar viz Gwengolo, eo bet sinet ar garta “Ya d’ar brezhoneg gant kumun Purid. Ur brouenn ouzhpenn eo ez a ar Vro Vigoudenn war-raok.

Rak lańset mat eo an traoů ! Peder c’humun o deus lakaet o anv, d’an deiz a hiziv, er Vro Vigoudenn evit kemer perzh er c’houlzad-se hag evit adpiaouań ar brezhoneg en o buhez pemdez.
E ti-kęr Purid eo bet sinet ar garta “Ya d’ar brezhoneg” dirak an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, izili ar C’huzul-kęr hag en Ao. Ao. Reun Koupa ha Mikael ar Roue evit ar gevredigezh Startijenn ar Vro Vigoudenn (staliet e Sant-Yann-Drolimon).
Kalzig a vrezhoneg zo bet klevet e-pad al lid hervez c’hoant an Ao. Jean-Louis Caradec, maer anezhań ha brezhoneger, hag hini ar C’huzul-kęr. Strivań a raio ar gumun evit kas da benn 5 ober dindan bloaz a-benn tapout al label live 1.
Setu roll an oberoů dibabet : staliań panelloů divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun ; kartennoů pediń en div yezh ; kemenn divyezhek war responterez an ti-kęr ; pennad-stur e brezhoneg e-barzh kelaouenn an ti-kęr ; staliań plakennoů straed divyezhek (labour graet. E brezhoneg nemetken emań ar plakennoů. N’eus ket pell ’zo ez eus bet lakaet plakennoů straed e Purid. Roet ez eus bet anvioů e brezhoneg d’ar straedoů ha staliet plakennoů nevez’zo).


 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn