Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Dafar brudań nevez gant 5 departamant, 70 kumun ha 30 kevredigezh evit kas war-raok ar c’helenn d’an dud deuet.

E Kemper eo, e ti nevez Ti ar Vro, d’ar Merc’her 6 a viz Gwengolo, ez eus bet roet lańs d’ar c’houlzad 2006 “Deskomp brezhoneg” dirak renerien Ofis ar Brezhoneg ha DAO (Deskiń d’an Oadourien – aozadur a vod ar frammoł stummań d’ar brezhoneg ha keveler an Ofis evit ar c’houlzad-mań).

Mervent hag al Levrig a oa eno ivez evit kinnig o obererezhioł. Gant DAO eo bet kinniget e lec’hienn genrouedad nevez a vo ur skoazell evit an holl gelennerien war ar brezhoneg. (http://dao.breizh.free.fr/)
Kinniget eo bet d’ar gazetennerien skeudenn ar c’houlzad, ar skritelloł bras (ment arsavioł-bus), ar plegfollennoł, an deiziadurioł bihan, ha sifroł an distro-skol 2006.
158 framm a ginnig kentelioł-noz d’an dud deuet e 165 kumun war Breizh a-bezh.
Aozet e vez stajoł hir gant 11 framm stummadur dibaouez ha stajoł berr gant 14 framm all.
Tost heńvel eo ar sifroł evit a sell ouzh an enskrivadurioł d’ar c’hentelioł-noz e 2005-2006. Merzout a reer memestra, gant plijadur, kresk an niver a zeskerien e Penn-ar-Bed (+ 15%) hag an niver a zeraouidi a zo aet war gresk ivez en Il-ha-Gwilen hag el Liger-Atlantel.
War-raok ez a an traoł evit ar c’houlzad-mań avat : daoust ma chom heńvel an niver a frammoł o kemer perzh er c’houlzad (war-dro 30), eo bet daougementet an niver a gumunioł o kermer perzh war ar 5 departamant. 30 e oant warlene hag ouzhpenn 70 er bloaz-mań. Diskouez a reont e giz-mań e fell dezho respont d’ar goulenn sokial ha bastań da ezhommoł an dud e-keńver an deskiń brezhoneg. Liammet eo an dra-mań d’ur c’houlzad all ivez : hini Ya d’ar brezhoneg er c’humunioł a ra berzh pa ouezer eo bet sinet ar garta gant 48 kumun betek-henn.
An departamantoł a gemero perzh ivez : tri anezho a bresto o roudead arsavioł-bus e-pad 2 pe 3 sizhunvezh da vare an distro-skol hag embann a raint ur pennad e-barzh o c’helaouenn.
An dafar brudań-mań, skrignet a-vras (1300 skritell vras, 6000 skritell A3, 10500 pleg-displeg hag 20000 flyer) a zlefe reiń ur skoazell efedus d’ar frammoł kelenn hag aesaat an darempredoł gant an dud.



 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn