Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  E salońs Celti’Vannes e oa Ofis ar Brezhoneg evit 3e gouel al levrioł.

Pedet eo bet an Ofis da zerc’hel ur stand er salońs al levrioł aozet gant “Celti’Vannes” (16 ha 17 a viz Gwengolo 2006).
Tud e karg an Ofis o deus kejet gant un niver bras a vrezhonegerien ha dilennidi bro Gwened.


Gant kalz a blijadur e fell deomp menegiń ez eus bet graet strivoł gwirion gant aozerien ar gouel evit reiń e blas d’ar brezhoneg. Ar pedadennoł, ar roll abadennoł, panellerezh ar salońs a oa divyezhek penn-da-benn. An holl gemennadennoł diskleriet e galleg a zo bet troet e brezhoneg war ar prim gant Andrea Legal, kazetennerez e Radio Bro Wened.
Levr Patrick Mahé ha Philip Plisson “Mor Breizh”a zo bet kinniget en a-raok war stand an Ofis abalamaour m’eo bet savet an droidigezh anezhań gant servij Trein-Aliań an Ofis. (skignet e vo 35.000 skouerenn er stalioł adalek hanter Here, embannet e ti Michel Lafon).

Enoret eo bet tud e karg an Ofis o welet an Ao. Gabriel Sauvet, eilmaer e-karg eus ar sevenadur hag an Ao. Franēois Goulard, ministr dileuriet evit an deskadurezh uhel ha kentań eilmaer Gwened, war o stand. Komzet en deus hemań diwezhań e-pad ur pennadig gant Rozenn Morvan, troourez er servij Treiń-Alian, war raktresoł liesseurt Ofis ar brezhoneg.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn