Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Emvod meur kevredigezh Maered Penn-ar-Bed e Kastellin d’ar Gwener 15 a viz Gwengolo 2006

Abaoe meur a vloaz, diwar c’houlenn an Ao. Caradec, prezidant ar gevredigezh, e teu an Ofis da emvod meur an AMF evel keveler ofisiel.

E brezhoneg eo bet degemeret an dud gant an Ao. René Fily, maer Sant-Martin-war-ar-Maez, sekretour an AMF ha prezidant kreizenn-verañ Penn-ar-bed. Deuet e oa neuze maered, prezidanted DFKE (Diazezadur foran a genlabour etrekumunel), ha tud e-karg en departamant.
Kinniget eo bet budjed Rannvro Breizh evit “ar gevrat kefridi” (a vo lakaet e plas ar gevrat steuñv Stad-Rannvro) gant an Ao. Gonthier Friederici, prefed Penn-ar-Bed : 520 milion a euroioù a vo roet. Krouet e vo ivez daou “gendivizad dibar”, hervez an termenoù implijet gantañ, unan anezho diwar-benn ar yezh hag ar sevenadur breizhat. Meret e vo gant 4 ministrerezh, ministrerezh an Deskadurezh Stad hag hini ar Sevenadur en o zouez.
Renerien an Ofis, framm anavezet mat bremañ e gefridioù gant ul lodenn vat a zilennidi, o deus gellet komz gant tud e karg ar strollegezhioù lec’hel hag en o zouez, maered o deus sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn