Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (972 ko)  Fichier pdf 
  Distro-skol 2006 an hentadoł divyezhek : ur poent war digoradur lec’hiadoł nevez er c’hentań derez

Dek lec’hiad divyezhek nevez a zo bet digoret da vare an distro-skol, en tri hentad bodet (s.o. ar gartenn) : pemp gant an hentad publik (Brieg, Daoulaz, Kewen, Landerne (eil lec’hiad), Milizag) ; tri gant an hentad katolik (Mźlrant, Plouarzhel ha Plouvorn) ha div skol Diwan (ar Chapel-Nevez (22) ha Louaneg). N’eo ket kalz gwelloc’h eget warlene pa oa bet digoret 9 lec’hiad nevez ha pa oa bet ar c’hresk izelań abaoe krouidigezh an hentadoł divyezhek.

Gallout a reer kaout un deskadurezh divyezhek e 157 lec’hiad e Breizh hiziv an deiz e 114 kumun, da lavaret eo 8% eus kumunioł Breizh. E Penn-ar-Bed eo bet digoret an darn vrasań eus al lec’hiadoł nevez en distro-skol-mań (c’hwec’h diwar dek ha pevar anezho e bro Vrest ma oa c’hoazh en o c’hreńvań sifroł kriz an niver a lec’hiadoł divyezhek hag an niver a skolidi divyezhek). Tennań a ra an holl zigoradurioł da Vreizh-Izel. N’eus bet digoradur ebet en Il-ha-Gwilen nag el Liger-Atlantel er bloaz-mań.
Gant an hentad publik eo bet digoret ar muiań a lec’hiadoł : an hanter eus ar re digoret en distro-skol-mań. Deuet eo an hentad katolik a-benn da zigeriń tri lec’hiad er bloaz-mań hepken p’o doa digoret c’hwec’h lec’hiad e 2005. Digoret en deus Diwan div skol. Ne oa bet digoret skol Diwan ebet e Breizh abaoe hini Dinan krouet e 2000 (ur skol a oa bet digoret e Pariz e 2004).
Ha pa seblantfe dereat an niver a lec’hiadoł nevez digoret en distro-skol-mań, kresk an niver a skolidi divyezhek e-keńver 2005 a zlefe bezań izel, hervez an elfennoł a c’haller kaout hiziv an deiz, izeloc’h eget warlene zoken pa ne oa kresket nemet eus 7,8% (sifroł klok a vo gant an Arsellva e fin miz Gwengolo).
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn