Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Tud an Ofis e kendalc’h Skol-Uhel ar Vro : eus ar Celib da Broduet e Breizh

Dileuriet e oa an Ofis gant he frezidantez, an Itron Lena Louarn ha tud ar servij Ajańs diorren, d’an devezh eskemm ha preder aozet gant Skol Uhel ar Vro diwar-benn an tem da heul : Eus ar Celib da Graet e Breizh.

Dedennet-bras eo an Ofis, ezel eus Produet e Breizh, gant an tem a zo aet d’ober danvez kendalc’h bloaziek Skol-Uhel ar Vro (d’an 30 a viz Gwengolo e kreizenn Amzer Nevez, Plańvour (56)). Tro-dro d’o stand bet aozet evit an degouezh ez eus bet tro da dud Ajańs diorren an Ofis da skoulmań darempredoł talvoudus gant dileuridi bed an embregerezhioł.

Laouen e vo bepred an Ofis da skoazellań an embregerezhioł da ziorren implij ar brezhoneg en o mont en-dro.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn