Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Kavout ul labour e brezhoneg ? Kit war lec’hienn an Ofis.

Ur benveg talvoudus hag un hanterour efedus evit kavout labour

Lec’hienn genrouedad Ofis ar Brezhoneg a ginnig, war bajenn ar “C’heleier”, ur rubrikenn “kinnig labour”. Postoù liesseurt a gaver enni. Meur a embregerezh o deus goulennet skoazell diganimp c’hoazh a-benn kavout ur magazenner, un deskard war ar c’hereerezh, ur gwazour kenwerzh pe ur ... c’homedian zoken.
Ne vez degemeret nemet ar c’hemennoù labour a embann sklaer ez eo ret gouzout brezhoneg evit kaout ar post.
Abaoe m’eo bet digoret lec’hienn nevez Ofis ar Brezhoneg ez eus bet lakaet enlinenn un hanter-kant bennak a ginnigoù labour. Un implijad a zo bet kavet evit pep hini anezho (evit ar prantad Gouere 2005 – Eost 2006) hag an holl dud-se a oa brezhonegerien nemet daou anezho.
An holl embregerezhioù, strollegezhioù lec’hel, kevredigezhioù a zo o klask brezhonegerien a c’hell kas o c’hinnigoù labour dimp. Dizale e vint lakaet en linenn hag e chomint war wel e-pad daou viz.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn