Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Kenlabour KBMFT Gwened hag Ofis ar Brezhoneg : stummań ar gargidi diriadel war an divyezhegezh

Ur pemzek kargad tiriadel bennak o doa kemeret perzh d’al Lun 9 ha d’ar Meurzh 10 a viz Here 2006 er staj aozet gant KBMFT (Kreizenn Vroadel ar Velestradurezh Foran Tiriadel) Gwened. Ur stummadur kaset da benn gant an Ofis hag ur staj dibar er C’hwec’hkorn.

Skoazellań ar gargidi diriadel da anavezout gwelloc’h an divyezhegezh ha reiń dezho diskoulmoł evit lakaat anezhań e pleustr, sed aze pal ar staj-mań.
E div lodenn e oa rannet al labour. Studiet e oa bet e-pad an devezh kentań penaos e veze kont gant an divyezhegezh e broioł all en Europa dre gemer skouer bro Gembre dreist-holl. Displegadennoł diwar-benn lec’hanvadurezh Breizh a zo bet roet d’ar stajidi a-benn displegań mat dezho peseurt kemm a zo etre skoueriekaat glad yezhel Breizh hag an divyezhegezh dre vras.
Evit echuiń gant al lodenn gentań-mań e oa bet studiet barregezhioł an holl strollegezhioł adalek ar gumun betek ar Rannvro.

“Pleustrekoc’h” e oa bet an eil devezh-labour. Studiet ez eus bet skouerioł eus panelloł a gaver un tamm e pep lec’h e Breizh hag ar mont en-dro a zo etre an Ofis ha servijoł teknikel ar strollegezhioł foran.
Evit echuiń ganti eo bet studiet ivez, gant skoazell stadegoł ha sifroł, ar mad a c’hell bezań degaset gant an divyezhegezh e bed an armerzh hag an touristerezh.


Berzh-mat en deus graet ar staj azoet evit ar wezh kentań e Frańs gant ur c’hKBMFT.
Emgav zo lakaet dija a-benn ar 26 hag ar 27 a viz Here 2007 evit eil staj KBMFT – Ofis ar Brezhoneg.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn