Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Dalc’het ez eus bet ur stand gant servij “Glad yezhel” Ofis ar Brezhoneg da-geñver 8vet saloñs ar Glad Kornôg Kerne d’an 8 a viz Here 2006.

Ar saloñs-se, aozet bep daou vloaz gant Kevredigezh Luskañ Kornôg Kerne (KLKK) a zo bet dalc'het ar wezh-mañ e kloerdi kozh Pontekroaz. Bodet e oa eno holl obererien buhez sevenadurel ar C’hab, ar Vro-Vigoudenn ha bro Douarnenez : kevredigezhioù evit saveteiñ ar glad, kerkoulz war dachenn ar savouriezh, an Istor, ar mor hag an endro, kevredigezhioù gouestlet d'ar c'helenn brezhoneg d’an dud deuet, skrivagnerien hag ivez artizaned ha produerien eus ar vro.

Pedet eo bet an Ofis da gemer perzh er saloñs evel ma vez graet bep taol. Kalz a weladennerien a zo deuet e darempred gant an Ofis evit klask gouzout pelloc'h war ar brezhoneg dre vras, pe o c'houlenn titouroù diwar-benn labour e servijoù.
Troet e oa ar braz eus ar goulennoù war ar mell enklask emañ Servij ar Glad yezhel o kas en-dro er mare-mañ war dachenn ar KLKK. D’an deiz a hiziv, ha nemet evit ober keal eus kumuniezh-kumunioù ar C’hab, ez eus bet aterset hag enrollet 64 titourer a-benn dastum stummoù dre gomz anvioù ar c'hêriadennoù, anvioù-lec'h an aod, re ar savadurioù istorel, an hentoù hag ar c'harterioù ivez. Ar skridoù (marilh ar boblañs, kartennoù kozh, gladroll Napoleon) a vez studiet er mare-mañ ivez war un dro. Evit bro Douarnenez eo bet kaset al labour betek-penn hag e c'haller pellgargañ an disoc'h dre gumun war lec'hienn an Ofis.
Tu zo bet da eskemm gant tud bet er saloñs eta war stad al labour-se, laouen-tre lod anezho da reiñ titouroù ouzhpenn pe anvioù tud barrek da reiñ danvez ouzhpenn d'an dastumerien.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn